Re!
Re a c'hevier, a gunujennoù. Ar wirionez a fell deomp anavezout.
Netra sklaeroc'h hiziv:
Pouezusoc'h eo lakaat Gaël da devel eget dizoleiñ da vat ar pezh zo c'hoarvezet e Kever.

Gouzout a ra ar re a anavez ne vo ket lakaet gantañ e vennozhioù a-us d'ar vuhez denel. Bez ' e ouzont ivez pegen brokus eo e stourm a-enep an dienez, an direizhded sokial ha ren ar marc'hadourien a c'hiz nevez.
Gouzout a ouzont dreist-holl
e vez direket tud zo gant hor mignon.

Hogen piv a vez direnket gantañ?
Ar re oc'h ober o mat eus marv dibardon Laurence Turbec.
An hevelep re o c'hortoz an abeg-se (marteze muioc'h eget gortoz o deus graet?) evit minwaskañ ur vouezh breizhad ne oa ket a-liv gant folkloraj chatalek o vakañsoù paseet.

Rener ur strollad riegezhzel, kendrec'het ez eo ho santel c'hwec'hkogn par d'ur bennwirionez relijiel, en deus implijet ar garg bet fiziet dezhañ evit diroll e gazoni ha kunujenniñ hor mignon.
Setu ma harzh Mister Bean: ARB=EMGANN !
Piv eo ar spontourien?
Pa vez dibabet lakaat pennabegoù ar stad a-raok buhez un den evel e Auckland, n'eus den ebet par d'o lakepoded.

Broadelouriezh Gaël n'he deus netra da welout gant ar giladenn dall eztaolet gant bretoned mall warno didamall o drougemglev.
Impalaerouriezh eo broadelouriezh ur sevenadur mestronius. Padal hini ur sevenadur gwasket zo ur stourm reizh.

Un hevelep anv met daou dra disheñvel a-grenn.

Lavarout ar wirionez. Setu pennabeg al lec'hienn-mañ.